Korfkenn

Korfkenn war-dro 1880, .
Skeudenn-bruderezh, war-dro1890.
Gwreg o tilasañ he c'horfkenn, war-dro 1870.

Ar gorfkenn a zo ur pezh dilhad-dindan gwisket gant ar merc'hed war o c'hof hag o divgroazell, da zerc'hel o bruched hag o divlez, da reiñ ur stumm d'o c'horf, diouzh ar c'hiz betek deroù an XXvet kantved ha dilezet da vat goude an eil brezel-bed.

Gant ar baotred ez eus bet douget korfkennoù ivez, ha bremañ c'hoazh, met abalamour d'ar yec'hed hepken goude ur gwallzarvoud, lakaomp.

Er bloavezhioù diwezhañ eo bet adkemeret ar ger gant bed ar c'hiz evit ober anv eus dilhad war-benn, hag a denn tamm pe damm da gorfkennoù gwechall, met n'int ket graet da zerc'hel ar c'horf, ha ne roont stumm ebet dezhañ. Peurvuiañ e vezont laset, ha netra ken.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy